Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Jeremiaz 29:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon, |
Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d'an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,
Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.
Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.
Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoù-mañ,
Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d’ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne’m eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer.
Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù.