Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.
Jeremiaz 28:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent. |
Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.
Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.
Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.
Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.
Ha n'hoc'h eus ket gwelet gweledigezhioù aner, ha n'hoc'h eus ket roet diouganoù touellus? Hogen e lavarit: Disklêriet en deus an AOTROU; ha n'em eus ket komzet.