Jeremiaz 28:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
15 Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.
Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou.
Ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU, hag e profedont e gaou em anv, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot, c'hwi hag ar brofeded a ro profediezhoù deoc'h.
Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent.
dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.
Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.
Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,
O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.
Va dorn a vo war ar brofeded o deus gweledigezhioù aner ha diouganoù touellus. Ne gemerint ken perzh e bodadenn va fobl, ne vint ken enskrivet war varilhoù ti Israel, ned aint ken war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.
He frofeded o deus o induet gant pri-raz; gweledigezhioù touellus ha diouganoù gaouiat o deus bet en ur lavarout: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, met an AOTROU n'en doa ket komzet.
Ha ma en em laka unan bennak c'hoazh da brofediñ, e dad hag e vamm o deus e c'hanet a lavaro dezhañ: Na vevi ken, rak gevier a lavarez en anv an AOTROU! Hag e dad hag e vamm o deus e c'hanet a doullo anezhañ pa vo o profediñ.
Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,
Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.