Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.
Jeremiaz 28:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar profed Hanania a gemeras ar yev diwar c'houzoug Jeremiaz, hag a dorras anezhañ. |
Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.
Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c'houzoug,
Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.
Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?
E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.
Ho komzoù a zo garv a-enep din, eme an AOTROU. Hag e lavarit: Petra hon eus lavaret a-enep dit?