An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Jeremiaz 26:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt. |
An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.
Met irienniñ a rejont a-enep dezhañ, hag e lazhjont anezhañ gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU.
Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.
Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.
C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.