Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Jeremiaz 22:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kêrioù didud. |
Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad.
E zivhar a zo peulioù alabastr, lakaet war diazezoù aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.
Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.
Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,
Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.
Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.
Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
ho mamm a vo goloet a vezh, an hini he deus ho kanet a vo dismegañset. Setu ma vo an diwezhañ eus ar broadoù, ur gouelec'h, un douar krin, ul lanneg.
Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.
Ha n'eus ket a valzam e Galaad? Ha n'eus ket a vedisin eno? Perak eta n'eo ket yac'haet gouli merc'h va fobl?
Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.
Me az ped, ma tremenin ha ma welin ar vro vat-se a zo en tu all d'ar Jordan, ar menez mat-se hag al Liban.