Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.
Jeremiaz 22:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez! |
Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zebuda merc'h Pedaja, eus Ruma.
Kas a reas an Ashera er-maez eus ti an AOTROU, hag er-maez eus Jeruzalem betek froud Kedron, hag he devas e-kichen froud Kedron, hag he lakaas e poultr, hag e taolas ar poultr-se war vezioù mibien ar bobl.
Mibien Jozia a voe: ar c'hentañ-ganet Johanan, an eil Jojakim, an trede Sedesia, ar pevare Shallum.
Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.
Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.
Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.
Mervel a ri e peoc'h, hag evel ma voe devet louzoù-frondus evit da dadoù, ar rouaned a zo bet a-raok dit, evel-se e vo devet ivez evidout, ha gouelet e vo dit o lavarout: Siwazh Aotrou! Rak disklêriet em eus ar gomz-se, eme an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.