Ar profed a savas korf an den Doue hag a lakaas anezhañ war e azen d'e zegas gantañ. Ar profed kozh a zeuas e kêr evit ober kañv anezhañ hag e sebeliañ.
Holl Israel a zougo kañv dezhañ hag e vo sebeliet. Eñ hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennañ hepken a-douez ti Jeroboam.
Hag e lavaras: Petra eo ar bez-se a welan? Tud kêr a respontas dezhañ: Bez den Doue eo, an hini a oa deuet eus Juda hag en doa kriet a-enep aoter Betel an traoù ac'h eus graet.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!