Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
Jeremiaz 21:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha diwar-benn ti roue Juda: Selaouit komz an AOTROU: |
Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
ha lavar dezho: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda, hag holl Juda, hag holl dud Jeruzalem a ya dre an dorojoù-mañ.
Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!
Hag em eus lavaret: Selaouit, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel! Ha n'eo ket deoc'h da anavezout ar reizh?