Jeremiaz 18:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,
Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.
Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoù Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c'hleze, ha ne vo den da sebeliañ anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc'hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.
Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.
An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.
Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c'hreiz.
Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.