AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou komzoù Sankerib, en deus kaset ur c'hannad evit dismegañsiñ an Doue bev!
Jeremiaz 18:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned AOTROU, taol evezh ouzhin, selaou mouezh va dislavarerien. |
AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou komzoù Sankerib, en deus kaset ur c'hannad evit dismegañsiñ an Doue bev!
A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!
Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h soñj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto.
AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.
Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.