Jeremiaz 16:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez. |
Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.
Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.
Rak me an AOTROU a gomzo, hag ar gomz a lavarin a vo peursevenet, ha ne vo ket daleet. Ya, ti disent, en ho teizioù e lavarin ar gomz hag e peursevenin anezhañ, eme an Aotrou AOTROU.
Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.