Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.
Jeremiaz 13:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaouit, roit ho skouarn, na fougeit ket, rak an AOTROU en deus komzet. |
Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.
Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.
Piv ac'hanoc'h a roio e skouarn da gement-mañ, da selaou ha da glevout evit an amzer da zont?
Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ.
Selaouit kement-mañ, henaourien! Roit ho skouarn, c'hwi holl dud ar vro! Ha c'hoarvezet ez eus un dra bennak heñvel en ho teizioù pe e deizioù ho tadoù?
an AOTROU en deus va c'hemeret a-drek an tropell, an AOTROU en deus lavaret din: Kae, diougan da'm fobl Israel.