Jeremiaz 10:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù. |
Lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!
N'eus den evit ren anezhi, a-douez an holl vibien he deus ganet. N'eus den evit kregiñ en he dorn, a-douez an holl vibien he deus desavet.
Ledana tachad da deltenn, astenn dizamant stignoù da dinelloù, hira da gerdin, starta da beulioù,
Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.
Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.
Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.
Kas a rit kuit gwragez va fobl eus o ziez karet. Lemel a rit evit biken va gloar diwar-c'horre o bugale.