Doue a lavaras: Ra vo goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit dispartiañ an deiz diouzh an noz; ra vint sinoù evit an amzerioù, evit an deizioù hag evit ar bloavezhioù;
Jeremiaz 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoù, n'ho pet ket aon rak arouezioù an neñvoù evel ma o deus aon ar broadoù razo. |
Doue a lavaras: Ra vo goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit dispartiañ an deiz diouzh an noz; ra vint sinoù evit an amzerioù, evit an deizioù hag evit ar bloavezhioù;
Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.
Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.
Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.
Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne zeski ket ober traoù heñvel ouzh euzhusted ar pobloù-se.
ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoù an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.