Sant Ian 8:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac’hanon va-unan, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue. |
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
C’hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N’omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.
Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d’e vugel Jezuz, an hini hoc’h eus droukroet ha dinac’het dirak Pilat, petra bennak m’en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.
Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.
Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.