Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.
Sant Ian 8:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. |
Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m’en dije gwelet Krist an Aotrou.
Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.
Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.
Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m’en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.