Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

51 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:51
15 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.


Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered‐Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou.


Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


He‐man eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan.


Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.


Ar Judevien a lavaraz dezhan: Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar: Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou.


Dre ar feiz, Henoc a oe savet ouz an douar evit na velje ket ar maro, ha na oe mui kavet, abalamour m’hen doa Doue savet anezhan; rag araog ma oa bet savet, hen doa bet an desteni da veza bet plijet da Zoue.


Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus‐se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos