Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.
Sant Ian 8:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue. |
Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.
An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.
Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.
Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.