Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
Sant Ian 8:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h. |
Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?
Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n’int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv,
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk.