An AOTROU a lavaras da Abram: Gouez penaos da lignez a vo estrañjour en ur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz.
Sant Ian 8:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e respontjont dezhan: Ni a zo lignez Abraham, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den; perag eta e leverez‐te: C’houi a vezo rentet libr. |
An AOTROU a lavaras da Abram: Gouez penaos da lignez a vo estrañjour en ur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz.
Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.
Va servijerien ez int, am eus tennet eus bro Ejipt, ha ne vint ket gwerzhet evel ma werzher ur sklavour.
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Mamm Jezuz, c’hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc’he tost ouzh kroaz Jezuz.
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec’h bugale Abraham, c’hwi a raje oberoù Abraham.
hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n’int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv,
Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e werzhas anezho etre daouarn Kushan-Rishataim roue Mezopotamia. Hag e voe mibien Israel sujet da Gushan-Rishataim e-pad eizh vloaz.
Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, rak Jabin en doa nav c'hant karr houarn, hag e heskine mibien Israel garv abaoe ugent vloaz.