Lavarout a rejont: Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc’h, n’en kredot ket,
Sant Ian 8:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc’h abaoe ar penn-kentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rent eta dezhan: Piou oud‐te? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta. |
Lavarout a rejont: Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc’h, n’en kredot ket,
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d’ar re o deus hor c’haset. Petra a lavarez ac’hanout da-unan?
ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann.
Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.
Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.