Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c'harg da eveshaat war ar c'hambroù ha war deñzorioù ti Doue. Levited e oant.
Sant Ian 8:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas. |
Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c'harg da eveshaat war ar c'hambroù ha war deñzorioù ti Doue. Levited e oant.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N’eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma’z int priz ar gwad.
Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c’hef, a selle penaos e lakae an dud arc’hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz.
O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.
Evidoc’h-c’hwi, it d’ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c’hoazh dezhañ, rak va amzer n’eo ket c’hoazh peurc’hraet.
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.