Sant Ian 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhe: Petra‐benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an. |
Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.
An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.
Foll on bet oc’h en em reiñ gloar, c’hwi eo hoc’h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc’h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n’on ket bet izeloc’h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n’on netra.
Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue: