Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Jesus a respontaz dezhe: Petra‐benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:14
19 Referencias Cruzadas  

evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved.


ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


Mar rentan testeni ac’hanoun va‐unan, va zesteni n’eo ket dign da veza credet.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Doue pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, ha pehini a zo benniget da viken, a oar na lavaran ket a c’hevier.


Foll oun bet oc’h en em vanti; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra‐benag n’ed oun netra.


Ha sonjal a rit‐hu e fell deomp adare en em justifia? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp; ha kement‐se holl, va breudeur muia‐karet, evit hoc’h edification.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos