Sant Ian 7:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great? |
An hini a respont d'ar c'homzoù a-raok bezañ o c'hlevet, a ra ur sotoni hag a denn ar vezh warnañ e-unan.
Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.
Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac’hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c’hourc’hemenn va skeiñ.
Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.
War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d'ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d'ar marv war gomz un test hepken.