Sant Ian 7:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe: Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e‐touez ar Greked, evit kelen ar Greked? |
En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.
Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.
Eus tu all da stêrioù Kush, va azeulerien, merc'h va re stlabezet, a zegaso din profoù.
Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d’ar C’hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.
C’hoarvezout a reas en Ikoniom ma’z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C’hresianed.
Darn anezho a gredas hag en em unanas da Baol ha da Silaz, gant ul lod bras a C’hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel.
Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediñ.
Klevet o deus penaos e kelennez d’an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc’hañ o bugale na derc’hel ar gizioù.
Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Pêr, abostol Jezuz-Krist, d’ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,