Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.
Sant Ian 7:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. |
Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.
rak me a lavar deoc’h, ne’m gwelot mui pelloc’h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?