Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 5:6
23 Referencias Cruzadas  

Moizez a respontas: Ni a yelo gant hon tud yaouank ha gant hon tud kozh, gant hor mibien ha gant hor merc'hed, gant hon deñved hag hon ejened; rak evidomp e vo ur gouel d'an AOTROU .


Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Digeriñ a ris da'm muiañ-karet, met va muiañ-karet a oa aet kuit, tremenet e oa. Va ene a glañvaas o vezañ ma em boa e glevet o komz. E glasket em eus met ne'm eus ket e gavet. E c'halvet em eus, met ne respontas ket.


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.


Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d'o gwalleur.


Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.


Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!


Gwisket a c'houmoul, e harzez ouzh ar bedenn.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioù bras a ra amañ ti Israel, evit pellaat ac'hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Kerzhout a raint eus ur mor d'egile hag eus an hanternoz d'ar sav-heol, mont a raint amañ hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n'he c'havint ket.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Met eñ en em zalc’he a-du el lec’h distro evit pediñ.


Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos