Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Israel hag Efraim a gouezho dre o direizhder, Juda ivez a gouezho ganto.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 5:5
25 Referencias Cruzadas  

Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet.


Reizhder an den mat a ra eeun e hent, met an hini drouk a gouezho en abeg d'e fallagriezh.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.


bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc'hus e zaoulagad ha savet e valvennoù,


Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.


Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.


Oberourien ar skeudennoù kizellet n'int holl nemet netra, hag o oberennoù kaerañ ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoù a gement-se dezho: ne welont ket ha n'anavezont ket, evit ma vint mezhek.


Rak hon drougoberoù a zo niverus dirazout, hor pec'hedoù a ro testeni en hon enep, hon drougoberoù a zo ganeomp, hag ec'h anavezomp hon direizhder:


Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.


Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.


Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d'an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhañ en desped da gement-se holl.


Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.


Kouezhet eo gwerc'hez Israel ha n'adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n'adsavo anezhi.


Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.


Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos