Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 5:7
15 Referencias Cruzadas  

Va dieub ha va zenn eus dorn bugale an diavaeziad, a lavar gaou o genoù hag a zo touellus o dorn dehou.


Astenn da zaouarn eus an nec'h, va dieub ha va zenn eus an doureier bras, eus dorn bugale an diavaeziad,


Va ene a gasa ho loarioù nevez hag ho kouelioù, ur bec'h ez int evidon, skuizh on o padout ganto.


Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.


pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.


Met evel ma'z eo ur wreg disleal e-keñver he fried, evel-se oc'h bet disleal em c'heñver, ti Israel, eme an AOTROU.


Rak ti Israel ha ti Juda a zo en em renet evel trubarded em c'heñver, eme an AOTROU.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va holl gomzoù ne vint ken daleet, met ar gomz a lavarin a vo peursevenet, eme an Aotrou AOTROU.


Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.


ha na'm befe ket a druez e-keñver he mibien, rak mibien a c'hastaouerezh ez int.


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos