Sant Ian 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis. |
An hini a zisklêr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU.
Setu ivez ar pezh a zeu eus ar re fur: n'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud er varnedigezh.
Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
Evel-henn e komze AOTROU an armeoù o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keñver e vreur,
Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma’z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.
Va breudeur, ra vo ar feiz hoc’h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.
daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac’hanoc’h ha n’och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?
met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec’hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien.