Sant Ian 6:71 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec. |
Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho.
Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras:
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.
Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.