Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d’an eured gant e ziskibien.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 2:2
30 Referencias Cruzadas  

ne rioto ket, ne grio ket, den ne glevo e vouezh er straedoù,


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.


E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet.


Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret.


Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N’o deus ken a win.


Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze.


koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,


An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?


E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued.


Goude m’o doe bet o gwalc’h, e lavaras d’e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.


Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor.


Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?


Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n’ejont ken gantañ.


Jezuz a lavaras neuze d’an daouzek: Ha c’hwi, ha ne fell ket deoc’h mont kuit ivez?


Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.


Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.


Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:


Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac’han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,


hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.


An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma’z emañ hec’h ozhac’h o vevañ. Met ma varv hec’h ozhac’h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos