Sant Ian 6:64 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa. |
Jezuz, o c’houzout kement a dlee c’hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?
Hag e lavaras dezho: C’hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec’h. C’hwi a zo eus ar bed-mañ, me n’on ket eus ar bed-mañ.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.