La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 6:59 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Jesus a lavaraz an traou‐ze, pa oa o kelen er sinagog a Gapernaüm.

Ver Capítulo



Sant Ian 6:59
8 Referencias Cruzadas  

Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.


Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d’an deizioù sabad.


Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.


O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d’ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c’hoazh deuet d’o c’havout.


Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.