Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Sant Ian 6:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c’hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret: Penaos ec’h hell an den‐ze rei deomp he gig da zebri? |
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c’hell un den bezañ ganet pa’z eo kozh? Hag e c’hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se?
Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.