Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.
Sant Ian 6:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Judevien eta a vurmure a‐enep dezhan abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet euz an env. |
Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.
O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.
O skribed hag o farizianed a c’hrozmolas hag a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebrit hag ec’h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.