Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Ar Judevien eta a vurmure a‐enep dezhan abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet euz an env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:41
14 Referencias Cruzadas  

Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare: An den‐man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.


Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.


Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien: Perag e tebrit‐hu hag ec’h evit‐hu gant publicaned ha tud a vuez fall?


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Na vurmurit ket evel‐se etrezoc’h.


Me eo ar bara a vuez.


He‐man co ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet; an hini a zebro ar bara‐man a vevo da viken.


Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz: Ar gomz‐se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi?


Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.


Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl.


Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer.


Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos