O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont dezhan: Mestr, peur oud‐te en em gavet aman?
P’o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C’henezared.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
P’o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C’henezared hag e touarjont eno.
Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.