Sant Ian 6:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pa velaz eta ar bobl penaos Jesus ne oa ket eno, nag he ziskibien ken neubeud, ez ejont er bagou, hag e teujont da Gapernaüm da glask Jesus. |
Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c’hortoze anezhañ.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec’h eus e gaset kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d’ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c’hoazh deuet d’o c’havout.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.