Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Sant Ian 5:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an testeni a resevan n’eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evidoun‐me ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran an traou‐man evit ma viot salvet. |
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Bez’ ez eus unan all hag a ro testeni ac’hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac’hanon.
Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac’hanon va-unan, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
Met e-keñver Israel, e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha chifus.
Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c’hraet on e pep tra d’an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.
Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc’h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab: