Sant Ian 5:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. |
Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c’haset,
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.
An hini a gred ennañ n’eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.