Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Sant Ian 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc’h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re‐man, evit ma viot souezet. |
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
An diaoul en kasas c’hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.
N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.
Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.
ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn.
Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.