Sant Ian 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an hini a oa bet yac’haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno. |
Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
Neuze e c’houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh?
Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.