Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Sant Ian 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e c’houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e c’houlenjont diganthan: Piou eo an den‐ze hen deuz lavaret d’id: Kas ganez da vele ha kerz? |
Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac’haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh.
Met an hini a oa bet yac’haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno.
Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.
Hag e lavarjont an eil d'egile: Piv en deus graet kement-se? Hag e c'houlennjont hag e klaskjont, hag e voe lavaret dezho: Gedeon mab Joaz en deus graet kement-se.
Saül a lavaras: Tostait amañ, c'hwi holl briñsed ar bobl, hag anavezit ha gwelit penaos eo bet graet ar pec'hed-se hiziv,