Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ.
Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.
Mibien Israel ne c'hello ket derc'hel ouzh o enebourien, treiñ a raint o c'hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc'h ma ne lamit ket an traoù lakaet da verz eus ho touez.