Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Sant Ian 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vreg‐se a Samari a respontaz dezhan: Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez‐te da eva diganen‐me eur zamaritanes? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned). |
Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c’houlennez? Pe: perak e komzez ganti?
Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.
Kas eta da Jope da gerc’hat Simon lesanvet Pêr. Lojed eo e ti Simon, ur c’hourrezer, tost d’ar mor. Pa vo deuet, eñ a gomzo ouzhit.