Sant Ian 4:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag en kement‐man, ar gomz‐man a zo gwir: Unan a had, hag eun all a ved. |
Hadañ a ri met ne vedi ket, gwaskañ a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.
rak aon am eus bet dirazout, dre ma’z out un den garv, e kemerez e-lec’h na’c’h eus lakaet netra hag e vedez e-lec’h na’c’h eus ket hadet.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.
An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour.
P'en doa hadet Israel, e pigne Madian gant Amalek ha mibien ar reter, hag e pignent a-enep dezhañ.