Hag ez eas eta d'e zisklêriañ d'an aotrou o lavarout: Ar plac'h yaouank eus bro Israel he deus lavaret evel-henn hag evel-hont.
Sant Ian 4:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d’an dud: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar vaouez a lezaz he fod‐dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud: |
Hag ez eas eta d'e zisklêriañ d'an aotrou o lavarout: Ar plac'h yaouank eus bro Israel he deus lavaret evel-henn hag evel-hont.
Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d’e ziskibien.
O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d’an unnek ha d’an holl re all.
War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c’houlennez? Pe: perak e komzez ganti?
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?